Mont d’an endalc’had

Simonetta Vespucci

Eus Wikipedia
Poltredet gant Sandro Botticelli (war-dro 1474)
Poltred Simonetta Vespucci (goude he marv) (1476-1480) gant Sandro Botticelli, Gemäldegalerie, Berlin
Poltredet gant Botticelli. Dastumad Marubeni, Tokyo.

Simonetta Cattaneo de Vespucci (ganet e Fezzano en 1453 - marvet e Firenze d'ar 26 a viz Ebrel 1476 gant an droug-skevent), lesanvet « la bella Simonetta », hag ivez "La Sans Pareille", a oa pried da Marco Vespucci eus Firenze.
Serc'h e oa ivez da Giuliano de' Medici, breur da Lorenzo de' Medici, ha brudet e oa evel kaerañ plac'h hec'h amzer.

Se zo kaoz e voe kemeret da batrom meur a wech gant brasañ livourien an azginivelezh italian, evel Piero di Cosimo, ma voe livet en Kleopatra, pe e div daolenn illur Sandro Botticelli, Ganedigezh Gwener ha La Primavera dreist-holl, hag en oberennoù all c'hoazh, hag e voe awenerez meur a varzh, Agnolo Poliziano, Luigi Pulci.

Ganet e oa Simonetta Cattaneo e 1453 pe 1454. He zad a oa Gaspare Cattaneo Della Volta, un den a renk uhel e Republik Genova ha kar d'an doge Leonardo Cattaneo della Volta, hag he mamm Cattocchia Spinola a oa eus un tiegezh uhel ivez.

Un tamm tabut zo da c'houzout pelec'h e oa ganet e gwirionez. Hervez lod e oa e Fezzano, e Portovenere (Porzh Gwener) e Liguria, ma oa ganet an doueez Gwener hervez ar vojenn.
Skrivañ a eure ar barzh Poliziano e oa he zi "er c'hornad garv-se a Liguria a-us d'an arvor ma vez Neptun konnaret o skeiñ ouzh ar c'herreg. Eno, evel Gwener, eo ganet e-touez ar gwag."
Tud all a lavar e oa ganet e Genova. Ha hervez un doare all, aesoc'h da grediñ, ez eas Simonetta da-heul he zud pa voent harluet eus Genova ha pan ejont da chom da Fezzano di Portovenere, en ur c'henkiz a oa dezho.
He mamm Catocchia Spinola a oa bet dimezet da Battista Iañ Fregoso (1380-1442) da gentañ, ur verc'h o doa bet, Battistina, hag a oa bet dimezet da Jacopo III Appiano, dug Piombino. E-doug o harlu e voe degemeret an tiegezh Cattaneo gant hini an dug e Piombino, hag eno edo Piero Vespucci, tad Marco, evit e aferioù. E Piombino eta e voe renket an dimeziñ etre Simonetta ha Marco.

En 1469 e tegouezhas gant Marco Vespucci en iliz San Torpete, dirak he zud, an doge Piero il Fregoso, ha tud uhel all eus kêr. Kaset e oa bet Vespucci gant e dad da Genova da studiañ. Kompren a reas tud Simonetta e vije spletus eurediñ o merc'h da Vespucci, rak liammet e oa antiegezh Vespucci gant Firenze ha gant an tiegezh Medici zoken.

Pemzek pe c'hwezek vloaz ne oa ken pa zimezas Simonetta, e miz Ebrel 1469, en iliz San Torpete, e Genova, da Marco Vespucci, mab da Piero Vespucci, ur c'henderv a bell d'ar moraer Amerigo Vespucci eus Firenze. En eured edo an Doge Piero II Fregoso, hag holl noblañs kêr Genova.

Dre an tiegezh Vespucci eo e voe dizoloet gant Botticelli ha livourien all pa zegouezhas e Firenze. Hepdale edo pep den a renk uhel oc'h orgediñ outi, ha betek an daou vreur Lorenzo ha Giuliano e-touez ar re Medici. Re ac'hubet e oa Lorenzo gant aferioù ar stad, met amzer en devoa e vreur yaouank da redek war he lerc'h.
Un tournamant a voe, anvet La Giostra, e 1475. Giuliano a zouge ur banniel ma oa skeudenn Simonetta evel ur Pallas Athene tokarnet, livet gant Botticelli, ha skrivet dindani La Sans Pareille. Giuliano a c'hounezas an tournamant, ha kalon Simonetta war un dro. Diwar neuze e voe graet "Regina di Bellezza" (Rouanez a Gened) anezhi. N'ouzer ket avat hag he serc'h e voe.

Berr e voe tremen Simonetta Vespucci war an douar. Bloaz goude e varvas Simonetta Vespucci, d'ar 26-27 a viz Ebrel 1476, gant an droug-skevent moarvat. 22 vloaz ne oa ken. Prestik goude ec'h addimezas he fried. Hervez a zo kontet edo an holl gêriz o vont da-heul hec'h arched.

Diwar he fenn e skrivas Lorenzo il Magnifico ar sonedenn a grog evel-hen: "O chiara stella che co' raggi tuoi...", ma empenn anezhi evel ur steredenn en oabl.

War he lerc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nav bloaz goude, e 1485, edo Botticelli oc'h echuiñ livañ Ganedigezh Gwener. Tud zo a lavaras e tenne ar Gwener-se da Simonetta[1]. Kement-se n'eo nemet kozh kaozioù, pe "flugez romantel", hervez an istorour Felipe Fernández-Armesto:

"Ar gredenn boblek, da skouer, e oa patrom Botticelli evit e holl goantenned n'eo diazezet nemet war ar soñj e ranke koantañ maouez an amzer bezañ bet patrom ar c'hizidikañ livour."[2]

Lavaret ez eus bet e oa orgedet Boticelli ouzh Simonetta, hag a c'haller krediñ pa ouzer e fellas dezhañ bezañ beziet ouzh he zreid en Iliz Ognissanti e Firenze, iliz parrez an tiegezh Vespucci. Hag eno e voe beziet ken ar fin pa varvas 34 bloaz war he lerc'h, e 1510.

Poltredoù bras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganedigezh Gwener (war-dro 1485), Uffizi e Firenze
Morte di Procri (Marv Prokris), war-dro 1490, Londrez, National Gallery Londrez

Pa varvas Simonetta e 1476, da 23 bloaz, ne oa Piero di Cosimo nemet 14 vloaz. Se zo kaoz eo disheñvel e boltred, ha ne oa graet gant ar vaouez yaouank da batrom, diouzh re Botticelli.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (it) Agnolo Poliziano (1454-1594) : Stanze de messer Angelo Poliziano cominciate per la giostra del magnifico Giuliano di Pietro de Medici (goude 1478)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Vannucci,Marcello. Le donne di casa Medici – Da Contessina de' Bardi ad Anna Maria Luisa, Elettrice Palatina, tutte le protagoniste della storia della grande famiglia italiana. Roma : Newton Compton Editori, 2007 (ISBN 978-88-541-0526-3)

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Brenda Harness. The Face That Launched A Thousand Prints. Kavet : 10 August 2009.
  2. Fernandez-Armesto, Felipe (2007). Amerigo. Random House. ISBN 1400062810.