Republik Poblel Mongolia
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Бугд Найрамдах Монгол Ард Улс Republik Poblel Mongolia | |||||
| |||||
| |||||
Kartenn Republik Poblel Mongolia e 1985 | |||||
Kêr-benn | Dianav | ||||
Yezh(où) | Mongoleg | ||||
Gouarnamant | Stad Sokialour | ||||
Ministr Kentañ | Punsalmaagiin Ochirbat | ||||
Istor | |||||
- Krouet | 24 a viz du 1924 | ||||
- Aet da get | 12 a viz c'hwevrer 1992 | ||||
Gorread | 1 564 116 km2 603 909 sq mi |
Ur stad sokialour e Kreiz Azia e oa Republik Poblel Mongolia (mongoleg: Бугд Найрамдах Монгол Ард Улс, pe БНМАУ dre ziverrañ), krouet ma voe e 1924 ha diskaret e 1992, erlec'hiet gant Mongolia hiziv. Staliet e oa bet war lodenn an douaroù m'emañ ar Vongoled o chom warno : Mongolia an Diabarzh, ha tiriadoù nes.
Dindan veli ar Sinaiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennad istorel pennañ : Istor ar Vongolia
Dindan veli Sina e kouezhas Mongolia an Diavaezh etre 1758 ha 1911, pa oa tierniezh mandchou Qing o ren. E penn an XXvet kantved e krogas ar gouarnamant sinat da drevadenniñ lodennoù ar vro, koulz ha ma rae e Mongolia an Diabarzh evit o enframmañ muioc'h e-barzh o impalaeriezh. Noblañs ar Vongoled a glaskas kaout harp Impalaeriezh Rusia hag bet en doe promesaoù an dileuriadur kaset da lez ar Tsar e miz Eost 1911. Pa oant distroet e tarzhas Dispac'h Sina hag e voe didronet an Tierniezh Qing. E miz Kerzu 1911 e voe diskaret aotrouniezh ar gouarnour Qing, Amban, ha lakaet en e blas, Jebtsundamba Khutuktu, evel Khan Bogd Mongolia. Ne c'hellas ket ar riez nevez stagañ Mongolia an Diabarzh outañ, pa oa ar bastell-vro-se hep nerzh milourel, pa ne voe ket roet un asant gant darn he fennadurezhioù, ha pa oa un emglev kuzh etre Sinaiz ha Rusianed en he c'heñver.
Khaniezh Mongolia etre Rusia ha Sina
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant harp Rusia e tisklêrias Khaniezh Mongolia e dishualded diouzh Republik nevez Sina e 1911 ha rediet e voe Sina gant Rusia da sinañ emglev Khiagt (1915) da anzav emrenerezh ar vro-se, met sañset dindan veli Sina atav. Torret e oa bet an emglev-se pa oa bet torret an darempredoù etre Republik Poblel Sina hag an Unaniezh Soviedel.
Etre 1911 ha 1919 e vanas Mongolia feal da Rusia, daoust d'an trubuilhoù savet diwar ar C'hentañ Brezel-Bed ha d'ar c'hudennoù e diabarzh ar vro ha da geñver Dispac'h Rusia. War wanaat ec'h eas levezon Rusia erfin hag e teuas Sina a-benn d'en em adstaliañ endro ha kaset e oa bet eno arme Sina e 1919.
Distro ar Rusia soviedel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wezh bet skarzhet Sinaiz diouzh Ourga (bremañ Ulaanbaatar), kêrbenn ar vro, gant Roman von Ungern-Sternberg, e tisklêrias Mongolia e dishualded diouzh Sina evit an eil gwezh d'an 13 a viz Meurzh 1921. Goude ma oa bet trec'h Soviediz war an Arme Gwenn ha war bagadoù Sternberg er penn-kentañ eus ar bloavezhioù 1920 ha da heul aloubadeg Ourga e miz Mezheven 1921 e teuas Moskov da gaout ar muiañ a bouez war Mongolia adarre.
Diskêriet e oa bet Republik Poblel Mongolia d'ar 25 a viz Du 1924, levezonet-don gant Strollad Dispac'hel Pobl Mongolia (SDPM).
War gadarnaat a rae ar gouarnamant sokialour etre 1925 ha 1928 daoust d'ur stourm diabarzh etre ar re hag a save a-du gant URSS diouzh un tu hag ar re a felle dezhe muioc'h a emrenerezh diouzh an tu all.
Pouez ar stalinouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1936 e teuas C'horloogiyn Tchoybalsan da vezañ penn ar Strollad dispac'hel gant skoazell ar Soviediz. Harzhet ha barnet d'ar marv e oa bet, Peljidiyn Genden, bet Kentañ-Ministr en e raok, a-gevred gant ar re a oa bet a-du gant e bolitikerezh emrenerezh. Marksour-leninour-rik oa Tchoybalsan hag heuliañ a rae linennoù stur an Unaniezh Soviedel renet gant Stalin. Dont a reas a-benn d'ar mare-se SDPM d'en em ober da vat gant ar Strollad hag ar gouarnamant.
Koulskoude e voe savet nebeudig-tre a industriezh pa vane kazi holl pinvidigezhioù ar vro e kerz an noblañs hag ar savadurioù relijiel.
Ne oa ket SDPM kalz a vrud vat gant ar boblañs dre vras hag a vanas feal da bennoù ar meuriadoù lec'hel. O klask adsevel an ekonomiezh buan-ha-buan e klaskas ar gouarnamant tagañ an daou renkad pouezusañ er vro: an noblañs diouzh un tu hag ar savadurioù relijiel d'an tu all hag er bloavezhioù 1930 e oa bet distrujet meur a manati ha lazhet e oa bet 10.00 a dud, dreist-holl boudisted lamaisted hag adsavadurioù enep-komunour a oa dre ar vro a-bezh d'ar mare-se.
Tagadur ar Japan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da geñver an Eil Brezel Bed ha rak aon e teufe Japan da argadiñ ar vevenn etre Mongolia ha Mandjouria e tivizas URSS cheñch penn d'ar vazh hag e klaskas kreñvaat an ekonomiezh hasevel live an difenn. Trec'h e oa bet Soviediz ha Mongoliz en hañv 1939 war Japaniz bet aloubet reter Mongolia gante ha sinet e oa bet un arsav kenetreze en diskar-amzer. Da diwezh 1945 e talvezas Mongolia evit ma c'hellas an Unaniezh Soviedel dont a-benn gant arme Japan.
Republik Mongolia skornet gant ar Brezel yen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas Tchoybalsan e Moskov e 1952 ha kemer e blas a reas Yumjaagiyn Tsedenbal, feal eñ ivez da bolitikerezh Rusia. Goude ma savas Nikita C'hrouchtchov a-enep politikerezh Stalin e reas gouarnamant Mongolia heñvel e-keñver Tchoybalsan e 1956.
Digoradur politikel a-blom gant hini an Unaniezh soviedel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Mikhail Gorbatchev ouzh ar stern e URSS e oa bet lakaet e pleustr e bolitikerezhioù anvet perestroika ha glasnost ha levezonet e oa bet gante Mongolia diouzh e du ivez. Da heul manifestadegoù meur er goañv 1990 e krogas ar Strollad dispac'hel poblel da digeriñ un tammig ar leviadurezh.
E miz Meurzh 1990 e roas Burev politikel (Politburo) Strollad Dispac'hel Pobl Mongolia e dilez hag e miz Mae e oa bet kemmet ar bonnreizh o tennet ar melladoù a embanne e ranke ar strollad bezañ e penn ar vro evit he merañ, o tigeriñ al leviadurezh da strolladoù all hag o tivizout e oa ret kaout ur Prezidant e penn ar Stad.
Mongolia dishual ha demokratel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 29 a viz Mezheven 1990 e oa bet dalc'het dilennadegoù liestrolladel ha dieub evit ar wezh kentañ e Mongolia. Mont a reas ar maout gant Strollad Dispac'hel Pobl Mongolia (SDPM) gant 85% eus ar mouezhioù. Ne oa nemet c'hwec'h bloaz war-lerc'h, e 1996 ma oa bet kollet ar votadegoù gant ar Strollad ez-komunour.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skrivagnerien :