Artemisia Gentileschi
Emboltred 1638-39, Royal Collection, Windsor |
Artemisia Gentileschi a oa ul livourez italian eus penn kentañ ar XVIIvet kantved, ganet e Roma d'an 8 a viz Gouhere 1593 ha marvet e 1653, merc'h d'al livour toskan Orazio Gentileschi (1563-1639). Gwelet eo hiriv evel unan eus gwellañ livourien ar rummad a deuas war-lerc'h Caravaggio (Caravaggisti a vez graet eus an arzourien-se) ha levezonet gantañ: treserezh resis, nerzh hag efed, e doare ar c'hoariva, en he zaolennoù.
En un amzer ma ne veze ket degemeret aes ar merc'hed e kumuniezh an arzourien eo bet ar vaouez kentañ o tont da vezañ ezel da'n Accademia dell'Arte del Disegno e Firenze, hag al livourez kentañ anavezet graet ganti taolennoù istorel ha relijiel pa ne grede den e c'halle ur vaouez livañ traoù a'r seurt-se.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roma da gentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Artemisia Gentileschi a oa ganet e Roma, d'an 8 a viz Gouhere 1593. Bugel kentañ al livour Orazio Gentileschi e oa. Un arzour brudet e oa he zad, un diskibl d'al livour meur Caravaggio. En e di-labour e krogas Artemisia da livañ, ha diskouez a reas donezonoù brasoc'h eget re he breudeur a veze o labourat en he c'hichen. Deskiñ a reas tresañ, meskañ livioù, ha livañ da vat. Pa oa levezonet doare he zad gant hini Caravaggio e c'hoarvezas kemend-all ganti.
Nemet dornet disheñvel e oa tad ha merc'h.
Kentañ oberenn Artemisia pa oa 17 vloaz (goude ma kav da dud zo e oa bet skoazellet gant he zad ) a voe Susanna e i vecchioni (pe Suzana hag ar gozhidi ) e 1610, ur sujed a vo livet ganti meur a wech. Splann e weler penaos he devoa mestroniet Artemisia naturalouriezh Caravaggio, hep treiñ kein ouzh doare skol Bologna, a oa Annibale Carracci an arzour pennañ anezhi.
E 1612, en desped d'hec'h ampartiz, e voe nac'het outi bezañ degemeret en Akademiezhoù an Arz ha ne oa nemet gwazed enne. D'ar c'houlz-se e oa he zad o labourat gant Agostino Tassi hag o kinklañ bolzioù Casino della Rose e diabarzh palez Pallavicini Rospigliosi e Roma. Goulennet en doa Orazio Gentileschi ouzh Tassi kelenn e verc'h. E-pad ur gentel e voe gwallet Artemisia gant Tassi. Da gentañ e prometas ar gwaller dimeziñ da Artemisia, evit reiñ hec'h enor hag he brud vat dezhi en-dro, nemet ne sevenas ket e ouestl, ken ez eas he zad da ziskleriañ ar gwaller d'ar bennadurezh. Prosez a voe, ha 7 miz e padas. Klevet e voe er prosez edo Tassi en sell da lazhañ e wreg, en devoa pec'het gant e c'hoar-gaer, ha c'hoantaet laerezh lod eus taolennoù Orazio war ar marc'had. E-kerzh ar prosez e rankas Artemisia gouzañv un enselladenn eus he c'hourzh hag ar jahinerezh : gwasket e voe he bizied gant un durkez, un dra spontusoc'h c'hoazh d'ul livourez. Kement-se a voe graet da wiriañ he c'homzoù hag he zamall. Krediñ a raed neuze e ranke bezañ gwir un istor pa veze adkontet heñvel war-lerc'h un abadenn jahinerezh. E dibenn ar prosez e voe bac'het Tassi e-pad bloaz ha kaset d'an harlu. Abaoe dibenn an XXvet kantved e vez gwelet Artemisia evel un harozez eus stourm ar merc'hed.
Al livadur Judit o tibennañ Olofern (1612-13), diskouezet er Museo di Capodimonte e Naplez a sko ar spered gant an taer ma santer ennañ ar c'hoant da gaout dic'haou war-lerc'h an droug gouzañvet. Miz war-lerc'h ar prosez, evit adsevel enor e verc'h, e oa bet aozet gant Orazio he dimeziñ da Pierantonio Stiattesi, un arzour eus Firenze. Nebeudik goude ez eas an daou arzour yaouank da chom da Firenze, ma voe roet da Artemisia ar garg da livañ e Casa Buonarroti, ken e teuas da vezañ brudet ha gwarezet gant an tiegezh Medici ha gant Charlez Iañ (Bro-Saoz). D'ar c'houlz-se eo, a greder, e voe livet ganti Madonna col Bambino bremañ er Galleria Spada, e Roma.
Pa oant e Firenze, Artemisia ha Pierantonio o doe pevar mab hag ur verc'h. Ar verc'h hepken avat, Prudenzia hec'h anv, a chomas bev. Gant he mamm ez eas da Roma e 1621 ha goude da Naplez, met war-lerc'h marv he mamm e 1651, ne voe ket kaoz eus Prudenzia ken.
He buhez e Firenze (1614-1620)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Firenze e reas Artemisia berzh bras ken-ken. Hi eo a voe ar vaouez kentañ degemeret en Akademiezh an Tresañ. Daremprediñ a rae arzourien wellañ hec'h amzer, evel Cristofano Allori ha gounit a reas gwarez tud uhel, ha da gentañ penn hini an Dug Meur Cosimo II' Medici ha dreist-holl hini an Dugez Veur Cristina. Anaout a rae Galileo Galilei ha kenskrivañ gantañ a reas pell amzer. Priziet e oa hec'h ampartiz gant Michelangelo Buonarroti yaouankañ (niz da Michelangelo): pa oa-eñ o kinklañ Casa Buonarroti savet en enor d'e eontr e c'houlennas digant Artemisia livañ lodenn solier trepas bras al livadurioù.
El livadur e weler un alegorienn eus an doug (it:Allegoria dell'Inclinazione), da lavarout eo an donezon naturel, diskouezet evel ur wreg yaouank noazh o terc'hel ur c'hompas. Krediñ a reer e tenn ar wreg da Artemisia, a oa, hervez testenioù an amzer, ur vaouez kaer-kenedus. E meur a livadur all ganti e kaver d'he maouezed tres heñvel ouzh hec'h emboltredoù. Alies e felle d'ar re a c'houlenne livadurioù diganti kaout ur skeudenn anezhi, dre ma oa deuet brud dezhi, war un dro evel livourez, evel maouez e barr he c'hened, hag evel harozez un istor skrijus.
E-touez hec'h oberennoù er prantad-amzer-se emañ La Conversione della Maddalena (Gounidigezh Madalen d'ar Feiz), ha Giuditta con la sua ancella ( Judit hag he matezh ), bremañ er Palez Pitti. Un doare all eus Giuditta che decapita Oloferne (Judit o tibennañ Olofern) a voe livet gant Artemisia, brasoc'h eget doare Naplez, bremañ war-ziskouez er Galleria degli Uffizi e Firenze.
Daoust ma reas berzh gant he labour e Firenze e reas ivez dispignoù bras hag e sammas dle war he chouk, ouzhpenn kaout bec'h gant he gwaz. Se zo kaoz e rankas distreiñ da Roma er bloavezh 1621.
Adarre e Roma ha war-lerc'h e Venezia (1621-1630)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Degouezhout a eure Artemisia e Roma er bloavezh en-eeun ma'z eas he zad Orazio aleno da Genova. Darn a gred ez eas Artemisia di gantañ. Kement-se n'eo ket prouet tamm ebet. Mar deo gwir e oant bet a-gevret eo abalamour da se e vije bet tostoc'h c'hoazh o doare da livañ, ken e vez diaes-bras hiriv c'hoazh lavarout oberennoù an tad diouzh re e verc'h.
Peuzsur eo e chomas Artemisia e Roma da glask un ti ha da sevel he merc'hed. War-lerc'h Prudenzia (ganet war-lerc'h hec'h eured gant Pierantonio Stiattesi) he doe ur verc'h vastard, ganet e 1627. Klask a reas Artemisia deskiñ livañ dezho, met ne deuas ket a-benn.
Doare-livañ Caravaggio a oa diouzh ar c'hiz da-neuze, petra bennak ma oa marv ar mestr abaoe ur pennad mat, ha Caravaggisti a veze graet eus e heulierien evel tad Artemisia, pe Carlo Saraceni (a zistroas da Venezia e 1620), Bartolomeo Manfredi, ha Simon Vouet. Met doareoù-livañ all a oa memes tra e Roma an amzer-se, hini barok Pietro da Cortona pe hini klasel Carracci. Liammet e oa Artemisia ouzh Akademiezh an Desiosi. Poltredet e voe, ha skrivet e oa war an daolenn "Pincturare miraculum invidendum facilius quam imitandum". D'ar c'houlz-se e teuas da vezañ mignonez gant Cassiano dal Pozzo, dastumer arzoberennoù ha den a zeskamant. Siwazh dezhi, daoust d'he fersonelezh, d'he darempredoù gant tud uhel, ne gave ket e Roma peadra da vevañ evel a gare. Ne oa priziet ha brudet nemet he foltredoù ha livadurioù diwar-benn merc'hed eus ar Bibl: n'eo ket diganti e veze goulennet livañ aoterioù, pezh a zegase pell muioc'h a wenneien.
Abalamour d'an diouer a zihelloù n'ouzer ket gwall vat da belec'h ez eas Artemisia d'ar c'houlz-se. Sur eo edo e Venezia etre 1627 ha 1630, moarvat o klask labour paeet gwell, hag anaout a reer lizheroù ha gwerzennoù ma vez kanet meuleudi d'he labour eno. Start a-walc'h e vez a-wechoù deiziadiñ hec'h oberennoù, met gallout a reer lavarout eo neuze e livas
- Ritratto di gonfaloniere (Poltred ur Gonfaloniere, hiziv e Bologna), unan eus he foltredoù rouez, a ziskouez splann pegen mat e oa dornet
- Giuditta con la sua ancella, (Judit hag he matezh), hiriv en Detroit Institute of Arts. Splann eo pegen ampart eo o c'hoari gant sklerijenn ha teñvalijenn, ur vestroni par dezhi a gaver ivez gant tud evel Gerrit van Honthorst, Trophime Bigot, ha re all c'hoazh, a oa brudet e kêr Roma d'an ampoent.
Livañ a reas ivez ur Venere Dormiente (Gwener kousket), hiriv e Virginia Museum of Fine Arts, Richmond, hag Ester hag Assuerus a zo war ziskouez er Metropolitan Museum of Art en kêr New York, testenioù eus ar c'hentelioù war ar sklerijennañ desket e Venezia.
Naplez hag ar marevezh e Bro-Saoz (1630-1653)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1630 ez eas Artemisia da chom da Naplez, ur gêr binvidik, enni kalz a stalioù-livourien hag a dud troet gant an arz, da glask labour paeet gwelloc'h. Kalz arzourien arall en he raok, evel Caravaggio, Annibale Carracci, pe ar gall Simon Vouet, a oa bet o chom e Naplez e-pad ur pennad, ha da-neuze e oa Jusepe de Ribera, Massimo Stanzione, ha Domenichino o labourat eno, ha goude c'hoazh e teredo Giovanni Lanfranco ha kalz re all.
Kentañ taolenn a reas e Naplez eo Ar C'heloù Mat e Mirdi Capodimonte. E Naplez e chomas diwar neuze, war-bouez ur veaj da Londrez, hag un nebeud troiadoù all. Un eil bro e voe Naplez da Artemisia. Eno e c'hallas ober war-dro he ziegezh, ha dimeziñ he div verc'h. Lizhiri meuliñ a voe roet dezhi, ha darempredoù mat he doa gant ar besroue, dug Alcalá, hag anaoudegezh a reas gant un toullad arzourien brudet evel Massimo Stanzone, ha gantañ, diouzh a skrivas Bernardo de' Dominici, ur skrivagner eus an XVIIIvet kantved, e krogas da genlabourat gant ur spered a vignoniezh wirion, hag a emglev arzel.
E Naplez, e voe ar wech kentañ da Artemisia labourat war-dro livadurioù en un iliz-veur, hini San Gennaro nell'anfiteatro di Pozzuoli (Sant Genver en amfiteatr Pozzuoli) e Pozzuoli.
E penn kentañ he chomadenn e Naplez e livas Nascita di San Giovanni Battista (Ganedigezh Sant Yann-Vadezour) a zo bremañ e mirdi ar Prado e Madrid, ha Corisca e il satiro (Corisca hag ar satir), a zo en un dastumadeg prevez. En oberennoù-se e tiskouez Artemisia ez eo gouest d'ober war-dro danvez nevez hag a bep seurt, ha n'eo ket chom gant Judit, Susanna, Bathsheba, hag an istorioù santel a oa savet he brud warne.
E Bro-Saoz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1638 ez eas Artemisia da Londrez da labourat gant he zad Orazio e lez ar roue saoz Charlez Iañ. En he zad e voe fiziet livañ un alegorienn, Trionfo della pace e delle Arti (Trec'h ar peoc'h hag an Arzoù ) e ti ar rouanez Henriette de France e Greenwich. Ha setu tad ha merc'h adarre o labourat en ur gevret, goude ma ne oa ket an abeg nemetañ dezhi: diaes e oa nac'h ur bedadenn digant ar roue, hag arc'hant ha brud a oa da gaout. Prest e oa ar roue Charlez da zrouziviañ arc'hant ar stad evit kaout pennoberennoù, ha dedennet e oa gant brud al livourez, ha kavout a reer en e zastumad personel an Autoritratto in veste di Pittura ("Emboltred evel alegorienn al livouriezh.").
Mervel a eure Orazio en 1639. Derc'hel a reas Artemisia da labourat hec'h-unan ur pennad, goude ma n'ouzer ket pe oberennoù a voe graet ganti er c'heid amzer-se. Sur eo avat he doa kuitaet Bro-Saoz a-benn 1642, pa grogas ar Brezel Diabarzh. Goude se n'ouzer ket kalz a dra. E 1649 edo e Naplez adarre, o kenskrivañ gant Don Antonio Ruffo of Sicily, he gwarezour e-pad hec'h eil marevezh napolitan. Hervez he lizher diwezhañ (diwezhañ anavezet) dezhañ e 1650 e live bepred. Soñjet e veze gwechall e oa marvet e 1653, met n'eus ket pell ez eus bet kavet prouenn e veze gourc'hemennet labour diganti e 1654, nemet e veze graet al labour muioc'h-mui gant hec'h eiler Onofrio Palumbo.
Soñjal a reer e varvas gant ar vosenn a gouezhas war Naplez e 1656 hag a skubas eno ur remziad arzourien.
E-touesk oberennoù an amzer-se emañ Susanna e i vecchioni (Suzana hag ar gozhidi) hiriv e Brno ha Madonna e Bambino con rosario (Gwerc'hez ha Mabig Jezuz gant ur rozera ) hiriv en El Escorial.
An arzourez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1916 e voe skrivet Gentileschi padre e figlia (Gentileschi tad ha merc'h ) gant Roberto Longhi, un arzvarnour italian a-bouez. Diskuliañ a reas pegen ampart e oa Artemisia Gentileschi e-touez ar g-Caravaggeschi (heulierien Caravaggio) en hanterenn gentañ ar XVIIvet kantved. Artemisia, eme Longhi, a oa "ar plac'h nemeti en Italia a ouias biskoazh petra e oa pentañ, livañ, merat, ha traoù ret all ". Diwar-benn Judit o lazhañ Holofern e skrivas:
Piv e gwirionez a c'halle krediñ e c'halle ul lazhadenn ken kriz ha ken spontus c'hoarvezout war ul lienenn ken gwenn [...] met - tra naturel eo hel lavarout - honnezh a zo ur vaouez euzhus! Gant ur vaouez eo bet livet kement-se?... n'eus netra sadek amañ, er c'hontrol, skoet e vezer o welout pegen diseblant eo al livourez, pa oa gouest da deurel evezh ouzh ar gwad o strinkañ kreñv, ha da ginklañ ar strinkadenn gant div dakennad! Pa laran deoc'h n'on ket evit krediñ! Ha mar plij roit tro d'an itron Schiattesi - anv pried Artemisia - da zibab dorn ar c'hleze ! A-benn ar fin, ne gav ket deoc'h ne glaske Judit nemet mirout a vezañ kousiet gant ar gwad a c'halle labezañ he sae ? Me 'gav din bepred ez eo ur sae eus ti Gentileschi, ar bravañ dilhad en Europa er c'hantved-se, war-lerc'h hini Van Dyck.
War-lerc'h diorroadur studi ar venelouriezh e voe kresket an doug da labour Artemisia ha d'he buhez. Gant ar studioù-se e voe diskouezet he foanioù war-lerc'h he bout gwallet, penaos e voe heskinet goude, pegen kreñv e oa he livadurioù diwar-benn harozezed eus ar Bibl, perak e ranked kompren e klaske ar merc'hed diskouez o enebiezh ouzh o stad. En ur studienn e katalog an diskouezadeg "Orazio e Artemisia Gentileschi" a voe e Roma er bloavezh 2001 (ha war-lerc'h e New York), e roas Judith W. Mann he soñj, awenet gant ar venelouriezh, diwar-benn Artemisia:
Hervez ur soñj a'r seurt-se ne vije nerzh-krouiñ Artemisia nemet e livañ merc'hed kreñv, ke n'hallfed ket krediñ e raje war-dro skeudennoù relijiel ordinal, evel ur Werc'hez Vari gant he mabig jezuz, pe ur werc'hez o c'hortoz sentus ar C'hemenn; hag ouzhpenn ez eus bet kontet e nac'has an arzourez kemm he doare da livañ ar sujedoù-se da blegañ da c'hoant pratikoù a oa gwazed moarvat. Daou efed zo bet d'ar stereotip: lakaet en deus an arzvarnerien da ziskrediñ diwar-benn piv en doa graet al livadurioù pa ne glotent ket gant ar patrom deskrivet, ha da reiñ nebeutoc'h a dalvoudegezh d'ar re ne glotent ket gant ar c'hliched.
En diwezhañ barnadenn, diwar welout pegen diaes e oa adsevel katalog oberoù Gentileschi tad ha merc'h, ez eus bet klasket ober ul lenn dereatoc'h da labour Artemisia, o terc'hel kont resisoc'h eus al lec'h hag ar mare ma veve ha ma laboure an arzourez, hag eus an dud en-dro dezhi. Gant al lenn nevez-se setu adsavet brud Artemisia evel un arzourez a stourmas pennek, gant he fersonelezh hag he ferzhioù arzel, ouzh ar raksoñjoù a-enep al livourezed. women painters. Kement-se a reas gant un niver a daolennoù ha gant seurtoù livadurioù disheñvel (poltredoù, taolennoù relijiel, taolennoù istorel, korfoù noazh, muntroù) a reas brud dezhi evel un arzourez a live uhel.
Abalamour ma adtaole bep an amzer da livañ taolennoù kriz, evel Judit o tibennañ Holofern, eo temptus krediñ e klaske un dial en taolennoù-se. Koulskoude e kred istorourien zo e klaske c'hoari fin gant he brud war-lerc'h he frosez evit kavout pratikoù en ur marc'had diaes d'ar merc'hed.
Artemisia ha livourezed all hec'h amzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bezañ livourez e penn kentañ ar XVIIvet kantved evel Artemisia a oa mont gant un hent diaes da vat, met ne oa ket hec'h-unan. A-raok dezhi, war-dro dibenn ar bloavezhioù 1500 e voe livourezed all a reas berzh.
- Sofonisba Anguissola (ganet e Cremona war-dro 1530 - Palermo war-dro 1625), a voe galvet da vont da Spagn gant Felipe II, roue Spagn;
- Lavinia Fontana (Bologna, 1552 - Roma 1614) a guitaas he c'hêr c'henidik pa voe pedet da vont da labourat da Roma gant ar pab Klemañs VIII
- Fede Galizia (Milano pe Trento, 1578 - Milano 1630) a livas "taolennoù divuhez" hag ur Judit gant penn Holofern .
Livourezed all a grogas gant ar vicher pa oa bev Artemisia. N'eo ket ret mont da-heul barnadenn Longhi a lavaras e oa Artemisia "ar vaouez nemeti en Italia a ouie petra e oa livañ", met splann eo ez eo ar gwellañ livourez eus hec'h amzer.
Artemisia er sevenadur pobl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Petra bennak ma oa livourezed arall en oadvezh barok e c'haller lavarout ez eus un dra bennak en arz ha buhez Artemisia Gentileschi a ra un arzourez hoalus anezhi, unan he deus sachet daoulagad warn hec'h oberenn hag he buhez.
- Kentañ romant a voe skrivet diwar-benn Artemisia a voe graet gant Anna Banti, gwreg an arzvarnour Roberto Longhi. Skrivadenn gentañ al levr, echu a-benn 1944, a voe kollet e-pad ar brezel. Tri bloaz goude ec'h adstagas gant al labour, nemet e skrivas ul levr disheñvel e stumm: ur seurt deizlevr eo Artemisia, hag un diviz gant al livourez, da glask kompren ur bersonelezh a gav ken hoalus.
- Tremen 50 vloaz goude, e 1999, e voe ken hoalet all ar skrivagnerez Alexandra Lapierre. Sevel a reas an oberourez c'hall ur romant ma klask kompren div zremm Artemisia, hini ar vaouez ha hini al livourez. Echuiñ a ra gant menegiñ he darempred gant he zad, ar garantez etreze ha n'eo ket bet bet anzavet splann, hag ur c'hendamouez micherel damguzh.
- Artemisia, ha dreist-holl Judit o tibennañ Holofern, a zo meneget e pezh-c'hoari Wendy Wasserstein, The Heidi Chronicles (1988), ma weler ar benntudenn Heidi o komz anezhi en ur brezegenn diwar-benn al livourezed en istor. E dibenn ar pezh e vo adverc'het gant Heidi ur plac'hig anvet Judy, un anv a ra dave d'al livadur.
- E 1997 e voe bannet ar film Artemisia, renet gant Agnès Merlet ha c'hoariet gant Valentina Cervi, savet mui pe vui diwar buhez al livourez. Tabut a voe avat dre ma oa bet diskouezet an darempred etre Tassi ha hi evel un afer a garantez e-lec'h un taol gwallerezh. The Passion of Artemisia, gant Susan Vreeland, a zezrevell an darvoud hervez doare un Artemisia Gentileschi o stourm evit ar merc'hed.
Oberennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Susanna e i vecchioni, Dastumad Graf von Schönborn, Pommersfelden, 1610
- Madonna col Bambino (Ar Werc'hez Vari gant ar Mabig Jezuz), Galleria Spada, Roma, 1610-11
- Judit o tibennañ Holofern, Mirdi Museo e Gallerie Nazionali di Capodimonte, Naplez, 1612-13
- Danae, The Saint Louis Art Museum, St. Louis, (Missouri), war-dro 1612
- Minerva, Sopraintendenza alle Gallerie, Firenze, war-dro 1615
- Autoritratto come martire (Emboltred evel merzherez), dastumad prevez, war-dro 1615
- Allegoria dell'Inclinazione, Casa Buonarroti, Firenze, 1615-16 [1]
- Maddalena penitente, dastumad prevez (già Marc A. Seidner Collection, Los Angeles), war-dro 1615-16
- La Conversione della Maddalena (Distro Madalen), Galleria Palatina, Palazzo Pitti,Firenze, 1615-16
- Autoritratto come suonatrice di liuto (Emboltred evel ludourez), Curtis Galleries, Minneapolis, war-dro 1615-17
- Judit gant he matezh (Artemisia Gentileschi, Firenze), Galleria Palatina, Palazzo Pitti, Firenze, 1618-19
- Santa Caterina di Alessandria, Galleria degli Uffizi, Firenze, war-dro 1618-19
- Giaele e Sisara (Yael ha Sisra), Szépművészeti Múzeum, Budapest, 1620
- Cleopatra, dastumad ar Fondazione Cavallini-Sgarbi, Ferrara, war-dro 1620
- Allegoria della Pittura, Mirdi Tessé, Le Mans, 1620-30
- Giuditta che decapita Oloferne ( Judit o tibennañ Holofern ), Galleria degli Uffizi, Firenze, war-dro 1620
- Santa Cecilia, Galleria Spada, Roma, war-dro 1620
- Cleopatra, dastumad Amedeo Morandorri, Milano, 1621-22 (hervez arbennigourien zo e vije bet livet gant he zad Orazio )
- Ritratto di gonfaloniere (Poltred ur gonfaloniere), Collezioni Comunali d'Arte, Palazzo d'Accursio, Bologna, 1622
- Susanna e i vecchioni , The Burghley House Collection, Stamford, Lincolnshire, 1622
- Lucrezia, Gerolamo Etro, Milano, war-dro 1623-25
- Maria Maddalena come Melanconia, sal an teñzor en iliz-veur Siviglia, war-dro 1625
- Giuditta con la sua ancella (Judit gant he matezh), The Detroit Institute of Arts, war-dro 1625-27
- Venere dormiente (Gwener kousket), The Barbara Piasecka Johnson Foundation, Princeton, New Jersey, 1625-30
- Ester e Assuero (Ester hag Assuerus), Metropolitan Museum of Art, New York, war-dro 1628-35
- Annunciazione, Museo e Gallerie Nazionali di Capodimonte, Napoli, 1630
- Corisca e il satiro, dastumad prevez, 1630-35
- Klio, Muzenn an Istor, dastumad prevez, (già New York, dastumad Wildenstein), 1632
- Aorora, dastumad prevez, Roma
- Ganidigezh Sant Yann Vadezour , Museo del Prado, Madrid, war-dro 1633-35
- Cleopatra, dastumad prevez, Roma, war-dro 1633-35
- Lot e le sue figlie (Lot hag e verc'hed), The Toledo Museum of Art, Toledo, Ohio, war-dro 1635-38
- Davide e Betsabea (David ha Betsabe), Neues Palais, Potsdam, war-dro 1635
- Ratto di Lucrezia, Neues Palais, Potsdam,
- Davide e Betsabea , Palazzo Pitti, Depositi, Firenze, war-dro 1635
- San Gennaro nell'anfiteatro di Pozzuoli, Museo e Gallerie Nazionali di Capodimonte, Naplez, 1636-37
- Santi Proclo e Nicea, Museo e Gallerie Nazionali di Capodimonte, Naplez, 1636-37
- Adorazione dei Magi (Gentileschi) (Azeuladenn ar Rouaned), Museo Nazionale di San Martino, Naplez, 1636-37
- Davide e Betsabea (David ha Betsabea), The Columbus, Museum of Art, Columbus, Ohio, war-dro 1636-38
- Autoritratto come allegoria della Pittura (Emboltred evel alegorienn al livouriezh), dastumadeg He Meurdez Rouanez Elesbed II, Kastell Windsor, Bro-Saoz, 1638-39
- Gwener o pokat da Gupidon , dastumad prevez, 1640-50
- Un’allegoria della Pace e delle Arti sotto la Corona inglese (Un alegorienn eus ar Peoc'h hag an Arzoù dindan ar Gurunenn saoz), Malborough House, Londrez, 1638-39 (kenlabour gant Orazio Gentileschi)
- Susanna e i vecchioni , Moravska Galerie, Brno, 1649
- Madonna e Bambino con rosario (Gwerc'hez ha Mabig Jezuz gant ar rozera, palez El Escorial, Casita del Principe, 1651.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roberto Longhi, Gentileschi padre e figlia, 1916, adembannet e levr R. Longhi, Opere complete I, Scritti govanili 1912-22, Sansoni, Firenze, 1961
- Mary D. Garrard, Artemisia Gentileschi: The Image of the Female Hero in Italian Baroque Art, Princeton University Press, 1989
- Mary D. Garrard, Artemisia Gentileschi around 1622: the shaping and reshaping of an artistic identity. Berkeley: University of California Press 2001.
- Mina Gregori, Erich Schleier (a cura di), La pittura in Italia, Il Seicento, Electa, Milano, 1989
- Roberto Contini e Gianni Papi, (a cura di), Artemisia, Katalog diskouezadeg Firenze, Casa Buonarroti, 1991, Leonardo-De Luca editori, 1991
- Keith Christiansen ha Judith W. Mann, (a cura di), Orazio e Artemisia Gentileschi, Katalog diskouezadeg Roma, Skira editore, Milano, 2001.
- Keith Christiansen, Orazio and Artemisia Gentileschi. New York: Metropolitan Museum of Art 2001.
- Eva Menzio, (a cura di), Artemisia Gentileschi Lettere precedute da Atti di un processo di stupro, Abscondida, Milano, 2004
- Anna Banti, Artemisia, romant, trede embannadur gant ar Grandi Tascabili, RCS Libri S.p.A., Milano, 1997
- Alexandra Lapierre, Artemisia, romant, Mondadori, Milano, 1999
Liammoù diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Buhez hag Arz Artemisia Gentileschi
- (en) Artemisia, he gwallidigezh, hag ar prosez
- (en) Artcyclopedia: livadurioù Artemisia Gentileschi er Genrouedad
- (en) Buhez hag Arz Artemisia Gentileschi
- (it): Artemisia Gentileschi gwelet gant i Poeti e Sognatori
- Ul lec'hienn a ginnig hec'h holl zaolennoù: [2]
Anvet eo bet ar pennad-mañ da bennad eus an dibab dre ma tegas brud vat da Wikipedia, an holloueziadur frank, hollvedel ha digoust. Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh roll ar pennadoù eus an dibab. |