Mont d’an endalc’had

Pleuveur-Gaoter

Eus Wikipedia
Pleuveur-Gaoter
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Anv gallek (ofisiel) Pleumeur-Gautier
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Lezardrev (betek 2015)
Landreger (abaoe 2015)
Kod kumun 22199
Kod post 22740
Maer
Amzer gefridi
Pierrick Gouronnec (Strollad sokialour gall)
2014-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn Web https://www.pleumeur-gautier.bzh
Poblañsouriezh
Poblañs 1 189 ann. (2020)[1]
Stankter 63 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 48′ 11″ Norzh
3° 09′ 21″ Kornôg
/ 48.8030555556, -3.15583333333
Uhelderioù kreiz-kêr : 84 m
bihanañ 10 m — brasañ 86 m
Gorread 18,99 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pleuveur-Gaoter

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pleuveur-Gaoter zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor e Bro-Dreger.

Stummoù skrivet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bernard Tanguy ː Magna plebs, war dro 1034; Plebis Magna Galteri, 1330; Ploemeurgaultier, 1399, 1427 1486[2].
  • Erwan Vallerie ː Plebis Magne Galteri, 1330; Plouemeur Gaultier, 1516; Ploemeur Gaultier, 1592; Pleumur, 1630; Plemeur Gautier, 1779[3].

Ne ouzer ket resis piv e oa a den Gau(l)tier se. Komz a ra R. de Saint Jouan eus ur provost Pleuvian, en hanter diwezhañ an XIvet kantved. Bernard Tanguy a gomz eus ur provost en abati Landreger, meneget e 1070 ha 1077, hag a gomz ivez eus lec'hioù Bois-Gautier ha Kerpunz-Gautier er c'hreisteiz d'ar bourk. Ne oa ket staget an anv Gautier ouzh Pleumeur kent 1034.

N'eus ket evit ar poent.

Pleumeur-Gaoter a oa ur barrez-vamm ledan, etre ar stêrioù Trev ha Yeodi. R. Couffon a lak enni Lezardrev ha Tredarzeg. Tu ez eus ivez, diwar an anv Pleuvihan, distaget war a seblant diouzh Pleuveur, da lakaat enni ivez ː Pleuvihan, Lanvaodez, Kerborzh, An Arvor-Pleuvihan.

  • Mervel a reas 70 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,29 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
  • Kemeret e voe etre 15 000 hag 20 000 Lur en ti-post, gant pevar pe bemp ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 20 a viz Mae 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[5].
  • Dieubet e voe Pleuveur-Gaoter d'ar 16 a viz Eost 1944 e-tro 9 eur beure gant ar 15th Cavalry eus an Task Force A eus lu ar Stadoù-Unanet[6].
  • Mervel a reas 21 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[4].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kroaz Keruhel, pe Kroas-Gwenn (1559); bet enrollet d'an 22 Du 1927.
  • Kroaz ar Silvidigezh (1723) e Keralies; bet enrollet d'ar 7 Gwengolo 1933
  • Iliz katolik Sant Pêr, (1900-1902), enni aoterioù eus an XVIIIvet kantved hag ur gador-sermon eus 1751.
  • Chapel Sant Drian, pe Rion, XVIvet kantved, adsavet a-gevret pe dost e deroù XIXvet kantved.
  • Maner Traou ar Wazh (XVIvet) gant e gouldri (XVIvet-XVIIvet).
  • Maner Lezereg (XVIvet).
  • Kouldri Kervegant (war dro XVIIvet).
  • Chapel Sant Vaodez, e Porzh ar Groaz (1736).
  • Presbital (war dro 1650); aet da vaerdi.
  • Kroazioù ar Pemp Hent (XVIIIvet), ar Salver (e Ker-Bleiz), Kervegant (war-dro an XVIIvet), ha Sant-Rion.
  • An aod, etre hentoù 3 ha 7, a zo bet enrollet d'ar 25 C'hwevrer 1974
  • Monumant ar re varv e Leurgêr an Iliz katolik, luc’hskeudenn[8].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[9].

Tud ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • an Ao. Pierre Brouster, ganet d'an 19 Du 1792, marvet e Landreger d'ar 17 Mae 1847. Kelenner e kloerdi Landreger. Aozer levrioù kelennerezh.

Tud marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anzeray,

Aotrounez Kervarker

En glazur e zri fenn leonparzh e aour
Arel,

Aotrounez Kervarker

Palefarzhet etre argant ha glazur
Cillart,

Aotrounez Kermaingy

En gul e gorn-hemolc'h en argant, lêrennet heñvel ouzh lammell

Sturienn : Mon corps et mon sang

Kerambelleg
Kerangwenn
Lagadeg
Le Saint

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
  • (fr)René Couffon : Recherches sur les églises primitives. Société d'Emulation des Côtes-du-Nord. Bulletins & Mémoires. Tome LXXV. 1945-1946
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
  3. (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  4. 4,0 ha4,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 252 ha 253, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  6. (fr)Éric Rondel, Les Américains en Bretagne, Embannadurioù Astoure, 2008, pajenn 208
  7. (fr)Memorial Genweb
  8. (fr)Memorial Genweb
  9. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936