Lady
Lady zo un titl saoznek roet da vaouezed zo, kevatal gant itron. Sterioù disheñvel a c'hall kaout hervez ar mareoù hag ar broioù.
E Breizh-Veur e vez roet an titl-se da vaouezed a renk uhel, ha "Lord" eo he c'hevatal evit ar baotred. Gallout a ra bezañ ur vaouez a noblañs, pe gwreg ur paotr a noblañs pe e verc'h. E broioù afrikan zo izili eus Kenglad ar Broadoù e vez implijet ivez evit maouezed a renk uhel.
E saozneg a-vremañ eo ivez un titl roet da forzh peseurt maouez evit bezañ seven, evel itron e brezhoneg, ha "gentleman" eo he c'hontrol. Implijet e vez e troioù-lavar saoznek evel ladies and gentlemen ("Itronezed hag Aotrouien"). Ur skouer all : "Ladies" ha "Gentlemen" a vez skrivet war dorioù ar privezioù foran er broioù saoznek. Er relijion e vez graet gant "Our Lady" (hon Itron) evit treiñ al latin Domina Nostra, da lavaret eo Itron Varia. Er Stadoù-Unanet e vez roet ent-ofisiel an titl a "First Lady" (Itron gentañ) da wreg prezidant ar vro.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra eus ar ger saoznek kozh hlǣfdige. Al lodenn gentañ zo ur stumm kemmet eus hlāf, saozneg evit « loaf » (torzh), a adkaver e-barzh hlāford ma zeu « lord » (aotroù) anezhañ. An eil lodenn a zeufe, a-hervez, eus ar wrizienn dig-, « merat », neuze ar « vererez ». Ober a ra ar gerdarzh-mañ dave d'an donezon boued hag a veze unan eus dleadoù an noblañs er c'hevredigezhoù europat kozh. Mager e sujidi eo skeudenn hengounel an Aotroù.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lady Jane, anv meur a vaouez
- Lady Jersey, anv meur a vaouez
- Lady Rich (1563-1610), kontez saoz, muzenn meur a varzh
- Lady Jane Douglas (1698-1753), Skosadez a ouenn uhel
- Lady Randolph (1854-1921), kanerez stadunanat, mamm d'ar politikour saoz Winston Churchill
- Lady Mond, Breizhadez paour aet da binvidik
- Lady Di, lesanv Diana Spencer (1961-1997), priñsez saoz
En arzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Lady of Shalott, ur varzhoneg vrudet
- Lady Makbez, un dudenn eus Makbez
- Lady Guest (1812-1895), un droerez saoz
- Lady Gregory (1852-1932), ur skrivagnerez iwerzhonat
- Lady Day, lesanv ar ganerez stadunanat Billie Holiday (1915-1959)
- Lady, anv ar giez e tresadenn-vev Disney Lady and the Tramp
- Lady D'Arbanville, ur ganaouenn gant Cat Stevens
- Lady Gaga, ur ganerez stadunanat