Albertine Agnes van Nassau
Neuz
Albertine Agnes van Nassau (1634-1696) a oa ur gontez izelvroat.
Merc'h e oa d'ar stathouder ("letanant" er velestradurezh) Friedrich Heinrich von Oranien (1584–1647) ha d'e bried Amalie zu Solms-Braunfels (1602–1675). Pempvet merc'h he zud e oa.
Rejantez Friesland, Groningen ha Drenthe e oa. Perzh a gemeras e difennerezh he bro diouzh ar Saozon hag armeoù gall Loeiz XIV.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas e 1652 d'he c'henderv Willem Frederik van Nassau-Dietz (1613-1664). Tri bugel o doe :
- Amalia van Nassau-Dietz, dimezet da John William III, Dug Sachsen-Eisenach ;
- Henry Casimir II, Kont Nassau-Dietz, dimezet da Henriëtte Amalia von Anhalt-Dessau ;
- Wilhelmina Sophia Hedwig (1664–1667).
-
Albertine Agnes gant he c'hoarezed
-
Albertine Agnes gant he zri bugel