Apenninoù
An Apenninoù (Appennini en italianeg) zo un aradennad venezioù en Italia hag a ya meur a aradennad vihan ha kenstur d’he ober, war 1 200 km, a-hed al ledenez italian. Er gwalarn e tapont Alpoù Liguria, hag er su e echuont e-kichen kêr Reggio di Calabria, e beg al ledenez. Betek 250 km d’ar muiañ ha 30 km d’an nebeutañ eo ledander an aradennad-se. Stummañ a ra an Apenninoù un doare gwareg hag a zisparti arvor Mor Liguria ha Mor Tirrenia diouzh ar peurrest eus Italia.
Boas eur da rannañ an Apenninoù e teir lodenn : al lodenn norzh (Appennino settentrionale en italianeg), al lodenn greiz (Appennino centrale) hag al lodenn su (Appennino meridionale). Muioc'h-mui e reer Appennino siculo ivez eus ar menezioù a zo e hanternoz Sikilia, da-heul Apenninoù Calabria.
En Apenninoù kreiz emañ ar gern uhelañ, anvet Corno Grande (2 912 metr), e menezieg ar Gran Sasso, er rannvro Abruzzo.