Argumentum ad verecundiam
Neuz
Argumentum ad verecundiam (arguzenn a zoujañs, e brezhoneg) zo un droienn latin hag a vez lavaret eus un arguzenn hag a ro pouez d'ur mennozh abalamour d'e orin, d'an dud o deus lavaret pe embannet an hevelep mennozh, hep ober van ouzh talvoudegezh ar mennozh e-unan. Komz a reer ivez eus arguzenn a aotrouniezh pe arguzenn a zoujañs.
Teir zroienn latin damheñvel zo, hag a ra dave d'an hevelep tra:
- argumentum ad verecundiam : « arguzenn a zoujañs » ;
- argumentum ad potentiam : « arguzenn a c'halloud » ;
- Ipse dixit : « En lavaret en deus e-unan », pe « lavaret eo bet gantañ zoken ».
Implijet e vez an arguzenn a aotrouniezh evel benveg retorikel da gadarnaat un ali gant alioù all. Tud zo avat a implij an droienn arguzenn a aotrouniezh en ur ster kontrol, da dennañ pep talvoudegezh eus ur mennozh, d'ober goap ouzh an hini a lakfe doujañs e-lec'h poell.