Billy Mitchell
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
William Lendrum Mitchell, bet ganet d'an 29 a viz Kerzu 1879 e Nisa (Alpoù-an-Arvor, Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'an 19 a viz C'hwevrer 1936 e New York (New York (Stad), Stadoù-Unanet Amerika), a oa ur brigadier-jeneral stadunanat.
Diaraoger en nijerezh-arme e vez sellet outañ evel tad an United States Air Force (USAF), evitañ da vezañ bet braoz gant e urzhaz.
Da-heul gwallreuz an aerlestr-stur USS Shenandoah (ZR-1) (2 a viz Gwengolo 1925) ec'h embannas war ar groaz e oa divarrek pennoù-bras an arme-douar hag ar morlu, hag int-i kiriek penn-da-benn d'ar gwallzarvoud ma kollas pevarzek den o buhez ennañ. Kaset e voe dirak ul lez-arme diwar goulenn ar Prezidant Calvin Coolidge (1872-1933) ha kondaonet evit disujidigezh : digarget e-pad pemp bloaz e roas e zilez d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1926.
Gant ar filmaozer aostrian-stadunanat Otto Preminger (1905-1986) e voe savet ar film The Court-Martial of Billy Mitchell e 1955, Gary Cooper o telc'her perzh ar c'horonal[1] Mitchell.
Chom a reas evel an hini en devoa kaset da benn an danevell a ziougane e vije taget Hawaii gant al lu japanat, kement-mañ e 1924, da lâret eo seitek vloaz a-raok na c'hoarvezje an arsailh war Pearl Harbor d'ar 7 a viz Kerzu 1941...
Notennoù ha daveeennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kollet en devoa e rez a jeneral e miz Meurzh 1925.