Emsavadeg Bar-Kokhba
Emsavadeg Bar-Kokhba (hebraeg : מֶרֶד בַּר כּוֹכְבָא Mered Bar Kokhba) a oa un emsavadeg yuzev e Proviñs Judea a-enep an Impalaeriezh roman, gant Simon Bar-Kokhba en he fenn. C'hoarvezout a reas ar stourmoù etre 132 ha 136 eus hon mare. Anvet eo ivez an Trede brezel yuzev-roman, hag an hini diwezhañ eus an tri brezel e oa. Lod eus an istorourien a ra Eil Emsavadeg Yehouda eus ar brezel-se, dre ma oa c'hoarvezet Brezel Kitos (115-117) er-maez eus Judea dre vras.
Tarzhañ a reas an emsavadeg diwar kudennoù relijiel ha politikel ne oant ket bet renket goude ar Brezel yuzev-roman kentañ (66-73). Bezañs arme Roma er vro, cheñchamantoù er vuhez velestradurel hag ekonomikel, disoc'hoù brezel Kitos a voe abegoù all d'an emsavadeg. Abeg an darzhadenn avat e voe diviz an impalaer Hadrian da sevel ur gêr nevez, Aelia Capitolina, war rivinoù Jeruzalem ha sevel un templ evit Yaou war Menez an Templ, e-lec'h ma oa bet savet Templ Jeruzalem gwezhall, lec'h sakrañ ar Yuzevegezh. Lennegezh ar rabined ha Tadoù an Iliz o doa lakaet pouez war perzh ar gouarnour Rufus evit bezañ abeg an emsavadeg.
Astenn a reas buan an emsavadeg e 132 e kreiz Judea betek troc'hañ arme roman Aelia Capitolina eus ar peurrest eus an arme. Mont a reas ar gouarnour Rufus diwar-wel en dielloù er bloaz-se, erlec'hiet gant ar galloud roman pe lazhet en emsavadeg. Daoust ma voe kaset armeoù niverusoc'h eus ar proviñsoù tro-dro e voe savet ur Stad dizalc'h gant an emsaverien e proviñs Judea e-pad daou vloaz, gant Simon Bar-Kohba en he fenn gant an titl Nasi ("priñs"). Gwelet e voe neuze evel ar mesiaz a oa sañset lakaat ar Yuzevien da vezañ dizalc'h adarre. Aloubet e voe Judea adarre e 134 gant diviz an impalaer Hadrian da gas un arme niverus dindan beli ar jeneral Sextus Julius Severus. Distrujet e voe an emsavadeg buan.
Koll a reas Judea kalzig eus hec'h annezidi goude an emsavadeg, muioc'h eget goude ar Brezel yuzev-roman kentañ. Cassius Dio a gomz eus 580 000 Yuzev lazhet diwar an emgannoù pe diwar an naon, tra ma voe kaset kalzig ouzhpenn da sklaved. Chom a reas kreñv ar Yuzevien e lec'hioù all (Galilea, Golan...). Koll a reas kalz ar Romaned ivez, betek ma voe distrujet ul lejion a-bezh.
Soñjal a reer e voe klasket diverkañ liamm ar Yuzevien ouzh Judea dre ma voa adanvet ar proviñs Palestina ha lakaet e-barzh Syria Palestina, met tabut a zo evit gouzout hag-eñ e oa pal gwir Hadrian pe ket. Difennet e voe d'ar Yuzevien chom tro-dro da Jeruzalem ha mont d'ar gêr, nemet ur wezh ar bloaz. Ul levezon bras en doa bet an emsavadeg war ar Yuzevegezh, da gentañ penn war doueoniezh ar mesiaz a voe tennet he stêr politikel dezhi gant ar rabined deuet da vezañ mirour-kenañ. Lakaet e voe an difenn politikel da zistreiñ da Jeruzalem da vezañ un difenn relijiel. Gant aon e vije distrujet ar Yuzevegezh e voe komañset da zastum tammoù eus al lezenn dre gomz gant aon e vije kollet. Unan eus an darvoudoù meur a greñvaas an diforc'h etre ar Yuzevegezh hag arGristeniezh a voe ivez. Difennet e oa ouzh ar Gristenien mont da Jeruzalem ivez, daoust ma n'o doa ket kemeret perzh en emsavadeg.