Mont d’an endalc’had

Euoplocephalus

Eus Wikipedia
Euoplocephalus

Un Euoplocephalus
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Reptilia
Usurzhad : Dinosauria
Urzhad : Ornithischia
Isurzhad : Thyreophora
Kerentiad : Ankylosauridae
Genad : Euoplocephalus
Spesadoù
  • E. tutus (Lambe, 1902) [Da gentañ Stereocephalus]
Pelec'h e veze kavet
{{{2}}}
Prantad
{{{2}}}
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Euoplocephalus (« penn armet mat ») a oa un dinosaor geotdebrer a veve er C'hretase, 73 milion a vloavezhioù ’zo. Dezhañ 7 m hirder ha 2 donenn pouez, arouezius e oa eus kerentiad an Ankylosauridae, dinosaored hobrejonet berr a-walc'h, a oa gwarezet o fenn gant pladennoù askornek. Darn anezhe a c'halle goloiñ an daoulagad. Plakennoù, broudoù ha kerniel a oa war o c'hein ivez. E penn e lost e oa ur vataraz, anezhi koagennoù askornek stag ouzh diwezhañ mell al lost. En em zifenn a rae ganti a-enep ar preizherien bras, Carnosaurus peurgetket, ouzh he skeiñ ouzh o favioù a-dreñv. Daoust d'o hobrejon e oant prim a-walc'h moarvat, gouest da dec'hel d'ar red pe da zistreiñ da deuler o lost ouzh al loen a dage anezho. Bevañ a rae euoplocephalus e-unan moarvat, o peuriñ plant geotennek ar c'hoadoù. An 40 loen adkavet en Norzhamerika (er Montana, en Alberta) a oa kavet pell an eil re diouzh ar re all.

E vent keñveriet gant hini un den.