Isabella d'Aragona (1470-1524)
- Meur a Izabel Aragon zo bet.
Isabella di Aragona, Isabella d'Aragona en italianeg (Napoli, 2 a viz Here 1470 – idem, 11 a viz C'hwevrer 1524), a oa ur briñsez italian eus Rouantelezh Naplez, dugez Milano ha Bari.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Alfonso II Naplez (1448-1495), roue Naplez, eus Tiegezh Trastamara, ha d'e bried Ippolita Maria Sforza (1446-1484). He mamm a oa merc'h da Francesco Sforza ha moereb da Gian Galeazzo Sforza (1469-1494), dug Milano.
Dimezet e voe e miz C'hwevrer 1489 da Gian Galeazzo Sforza, a oa kenderv dezhi, evit kadarnaat an emglev etre dugelezhioù Milano ha Naplez.
Mervel a reas he fried e 1494, pemp bloaz goude, pa oa-eñ 25 bloaz. Krediñ a reer e voe kontammet gant e eontr Ludovico Sforza, a voe anvet da zug neuze.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri bugel o doe Izabel ha Gian Galeazzo Sforza.
- Ippolita (1490/3-1501), anvet evel mamm Izabel, marvet da 11 vloaz
- Francesco (1491-1512), dug Milano, a varvas da 21 bloaz goude kouezhañ diwar e varc'h
- Bona (1494-1557), a zimezas e 1518 da Zygmunt Iañ an Henañ, roue Polonia
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneget e veze Izabel evel an hini a oa poltredet gant Leonardo da Vinci (1452-1519) en e daolenn Mona Lisa. Lavaret ez eus bet ivez ec'h addimezas e kuzh da Leonardo da Vinci, hag o dije bet daou vab ha teir merc'h.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- F. M. Vaglienti, Isabella d’Aragona, 2000,
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) (en) Isabella of Aragon and her family