Mont d’an endalc’had

Nazik

Eus Wikipedia
Nazik


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Cercopithecidae
Genad : Nasalis
Anv skiantel
Nasalis larvatus
Wurmb, 1787
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An nazik[1] pe frieg, pe marmouz friek, pe fri-hir ha marmouz fri-hir (Daveoù a vank), liester naziked, Nasalis larvatus eus e anv skiantel, zo ur marmouz eus Borneo.

Ur fri hir ha gwevn zo dezhañ, hiroc'h d'ar par, pa dap betek dindan e elgezh.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 75 cm eo hirder e gorf ha 65 cm hini e lost. 20 kg eo e bouez.

Glas eo fas ar re vihan ha bihan o fri.

Bevañ a ra ar par gant ur strollad parezed ha re vihan. Difenn a ra anezho o roc'hal, o tiskouez e zent hag o hejañ e galc'h en e sav-sonn.

Hervez loenoniourien zo eo ar spesad nemetañ er genad Nasalis. Hervez re all avat emañ Simias concolor er genad-se ivez hag e tap an anv Nasalis concolor neuze.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Martial Menard, Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012, p.905; Ar ger "nazik" a zo bet implijet en albom Tintin (doare brezhonek): Nij 714 da Sydney.