Skramm
Parzh pennañ an unvez gwereañ evit an urzhiataerezh pe ar skinwel (pe c'hoazh evit aveadoù liesseurt arall) eo ar skramm.
Lies rizh a zo :
Ar skramm korzenn gatodek eo an hini koshañ. Dont a ra da vezañ diamzeriet tamm-ha-tamm, hag erlerc'hiet ouzh an hini "kompez" pe an hini FPD (Flat Panel Display, "Gwereañ dre banell gompez"). Skramm CRT (Cathod Ray Tube, "Korzenn dre skinoù katodek") e vez graet anezhañ. |
Ar skramm strinkennoù liñvel pe skramm LCD (Liquid Crystal Display) eo bremañ an hini muiañ-arveret, kement e-barzh ar skinwelerioù hag an unvezioù gwereañ evit an urzhiataerezh pe evit aveadoù arall (ardivinkoù-benveg lankañ niverel, skrammoù evit ar GPRS ....). |
Ar skramm plasma pe ar skramm PDP (Plasma Display Panel). Arveret e vez peurliesañ evit ar skinwel o vezañ ma c'heller danzen skrammoù a vent bras gant ar galvezouriezh-se. Hogen gwall ger e koust c'hoazh, hag ouzhpenn e vevez kalzik tredan (tost da 30 wezh muioc'h eget an hini strinkennoù liñvel). |