Spekulaas
Spekulaas (distaget [speky'laːs]), pe speculoos, a reer eus ur seurt gwispid a vez fardet ez-hengounel da vare Gouel Sant Nikolaz e Belgia (6 a viz Kerzu) hag en Izelvroioù (5 a viz Kerzu). Hiziv an deiz e kaver spekulaas a-hed ar bloaz. Gwispid tanav, strakus-tre ha rous eo ar spekulaas. Alies e vez un dresadenn (stag ouzh istor Sant Nikolaz) war-c'horre, padal eo plaen an tu dindan.
Er spekulaas fardet e Belgia hag en Izelvroioù ec'h ouzhpenner sukr rous ha poultr toaz da lakaat an toaz da sevel, padal ec'h implijer karbonat ammoniom en Alamagn. Spisoù evel pebr, kanell, jinjebr, tachoù-jenofl, kardamon ha muskadez a vez implijet ivez. Bleud gwenn a vez implijet peurliesañ da fardañ spekulaas, asambles gant surk rous, amann ha spisoù. Ar spisoù ne vezont ket implijet, pe nebeut-tre, er spekulaas fardet e Belgia. Meskañ a reer an amann gant ar sukr hag ar spisoù. Ar bleud hag ar pezh a vez implijet da lakaat an toaz da sevel a vez mesket en ur plad all, hag ouzhpennet goude-se. Goude-se e vez laosket an toaz en ul lec'h fresk un nozvezh-pad, amzer d'ar spisoù reiñ blaz dezhañ.
Meur a zisplegadenn a zo bet roet da anv ar gwispid-se. Marteze e teuje eus al latin speculum (melezour), abalamour d'an tresadennoù a weler ouzh ar gwispid. Marteze e teuje eus al latin speculator hag a raje dave neuze d'un eskop, pe da Sant Nikolaz. Specerij, hag a dalvez spis e nederlandeg, a c'hallfe bezañ un displegadenn ken gwir all.
E Hasselt (Belgia) e kaver ur seurt spekulaas dibar. Antonie Deplée, hag eñ baraer e Hasselt, a voe aotreet da werzhañ e spekulaas d'an 13 a viz Genver 1870.
En Alamagn e kaver Spekulatius. Gwispid hengounel eus Westfalia ha Rheinland-Pfalz int, hag heñvel-bras ouzh re Velgia ha re an Izelvroioù. Debret e vezont da vare Nedeleg dreist-holl.