Mont d’an endalc’had

Spencer (fuzuilh)

Eus Wikipedia
Fuzuilh Spencer
Skeudenn ar pennad Spencer (fuzuilh)

Ur fuzuilh Spencer Model 1865
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre loc'henn-grogenn
Munision .50-56 Spencer
Ijiner Christopher Spencer
Produer Spencer Repeating Rifle Company
Mare produiñ 1860 - 1869
Skouerennoù produet Wa-dro 200.000
Pouez ha muzulioù
Mas 4,100 kg
Hirder 1.200 mm (stumm fuzuilh)
997 mm (stumm karabinenn)
Hirder ar c'hanol 760 mm (stumm fuzuilh)
560 mm ha 510 mm (stumm karabinenn)
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 460 m
Tizh mont e-maez ar boledoù War-dro 300 m/s
Endalc'h Karger korzennek 7 kartouchenn el lamm
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Spencer zo ur fuzuilh dezhi ul loc'henn-grogenn ijinet e 1860 gant Christopher Spencer, ha produet betek 1869. An arm-tennata kentañ kambret evit kartouchennoù metal e oa. Implijet e voe gant soudarded stadunanat da vare ar brezel diabarzh er bloavezhioù 1860.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e voe ur breved war an arm e miz Meurzh 1860 gant Christopher Spencer, un armeurer en doa labouret en embregerezh Colt er bloavezhioù kent[1]. Dispac'hel e oa gwikefre ar fuzuilh Spencer, pa ne oa ket un-tenn, met pourveziet gant ur c'harger korzennek 7 kartouchenn en he lamm. Ul loc'henn-grogenn dindan an draen a lakae an douilhez da lammat kuit hag ur gartouchenn nevez da gemer he flas er gulasenn pa veze implijet[2]. Gwellaet e voe ar sistem c'hoazh a-drugarez d'ar boestoù metalek Blakeslee, a c'halle bezañ silet el lamm war-eeun o kargañ ar seizh kartouchenn war un dro[1]. Tri stumm nesañ eus an an arm a voe produet : ar fuzuilh, ur stumm karabinenn berroc'h[3], hag ur stumm fuzuilh heñvel a-walc'h evit an US Navy[4]. Kambret e oant holl evit munisionoù .50-56 Spencer enne poultr du hag ur vannadell ledan klasel d'ar mare-se.

Pa darzhas ar brezel diabarzh e miz Ebrel 1860 e voe bammet ofiserien 'zo en Norzh gant ar galloud-tan nevez a c'halle ar Spencer degas war an tachennoù-emgann : betek 21 tenn bep munutenn, e-lec'h 2 evit ur fuzuilh voutin d'ar poent-se. Abalamour da bennoù 'zo eus an arme bezañ mirour, hag aon gante e vije dispignet re a vunisionoù gant an arm nevez, ne voe ket prenet fuzuilhoù Spencer a-yoc'h gant an arme. Miliadoù a ofiserien hag a soudarded a zivizas neuze prenañ an arm gant o arc'hant dezhe, ha reuz a reas ar Spencer a-enep e-mesk soudarded Stadoù Kengevreet Amerika, e emgannoù Hoover's Gap (miz Even 1863) pe Falling Waters (13-16 a viz Gouere 1863) da skouer[1].

Er memes bloavezh e voe amprouet ar fuzuilh Spencer gant ar prezidant stadunant Abraham Lincoln e-unan[2]. Kendrec'het e voe gant an arm, hag adalek ar poent-se e voe urzhiet miliadoù a skouerennoù anezhañ evit an arme pe ar milisoù. Goude ar brezel e voe startoc'h ar jeu evit ar Spencer Repeating Rifle Company. Freuz-stal a reas e 1869, ha prenet e voe e stokoù gant an embregerezh Winchester[1]. Implijet e voe c'hoazh ar fuzuilhoù Spencer er brezelioù amerindian.

  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (fr) LESPART Michel, Les armes de la conquête de l'Ouest, Jean Dullis Éditeur, 1975, p. 122-132
  2. 2,0 ha2,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 120-121
  3. (fr) Carabine Spencer Mle 1860, war Arme et Passion (lennet d'ar 07/10/2024)
  4. (fr) Spencer Navy, war Arme et Passion (lennet d'ar 07/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan