intañv
Neuz
Brezhoneg
- Eus ar ger krennvrezhonek eintaff, kar d'ar ger heniwerzhonek ein-tam, « paotr yaouank kozh », a vefe deuet eus ur ger keltiek *oino-tamo « e-unan-penn », derez-uhelañ *oino-, « unan, e-unan ». Sellet ouzh un, unan, itron...[1]
Anv-kadarn
gourel | benel | |
---|---|---|
unander | intañv | intañvez |
liester | intañvien | intañvezed |
intañv /ˈĩntãw/ (liester : intañved, intañvien)
- Den a zo marvet e bried digantañ.
- Ur wezh e oa un intañv hag a oa dimezet da un intañvez. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 169.)
- Mar timeez er bloaz-mañ, na gemer ket un intañv
Rak kalon un intañv zo e chagrin noz-deiz
Kalon un den yaouank a zo laouen ha ge.[2] - Intañv e oa deut da vezañ er bloavezh kentañ hag, [...]. — (Abeozen, Pirc'hirin Kala-Goañv, Al Liamm, eil emb. 1986, p. 128.)
- Chom, menel intañv:
- Ur wezh e oa ur baraer kozh hag a oa manet intañv gant teir merc'h. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 123.)
Deveradoù
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Roll an daveoù :
- [1] : Lexique Étymologique des termes les plus usuels du Breton Moderne
- [2] : Al labousig er c'hoad, in Sonioù-pobl, dastumet gant Fañch Dano (1968)